- Hey Yaouankizoù Breizh ! -

. Vals Startijenn .


Setu ni, ur strollad menet da zigeriñ bed ar sonerezh vreizhat da holl Vretoned kuzhet dre ar bed. Ar re a gomz brezhoneg hag evel-just ar re all ivez. Palioù ar blog a zo da gentañ tout prouiñ d'an holl ez eo bev ar sonerezh vreizhat, ha plijus war ar memes tro.

Digorit ho tivskouarn ha beaj plijus ...

# Posted on Thursday, 16 October 2008 at 4:52 AM

Edited on Friday, 24 October 2008 at 4:15 PM

Bagad sonerien Bro Dreger

[ Dash a comment ] [ No comments ]

# Posted on Thursday, 11 June 2009 at 4:50 AM

Taol Lañs 2009

 Taol Lañs 2009
Setu tremenet Taol Lañs 2009, er c'hoc'hu an 29 a viz Mae.
A-drugarez d'an holl sonerien, eo bet startijennek an nozvezh.
Er fin, eo deuet ar maot gant Egin, ur strollad 4 lisead Diwan (hag a zo bet sikouret kalz gant youll an arvesterien).

Ken ar bloaz o tont ...

Lec'hien Egin #
Tu vo gwelet anezho er Erer kozh !
[ Dash a comment ] [ No comments ]

# Posted on Thursday, 11 June 2009 at 4:44 AM

Bagad Sonerien Bro Dreger

Bagad Sonerien Bro Dreger
Evit kregiñ, pegoulz eo bet krouet ar BSBD ?

Bagad Sonerien Bro Dreger a zo staliet en Perroz-Gireg (22) en kreiz bro dreger, war aodoù ar greunvenn roz.

Krouet en 1983 gant un degat a dud deus ar vro mañ, an anv gentañ a oa " Sonerien Gozh Bro Dreger " An anv mañ a vo douget gantañ betek 2003.


Ha bremañ petra eo deuet da vezañ ? petra n'eus graet abaoe ?

Pedet e vez ar bagad d'an Oriant evit ar genstrivadeg hag ivez evit ar gouel entre c'heltiek. Eno e vez kenstrivadegoù a bep seurt: binioù bras (bro skos), bagadoù eilvet ha kentañ rummad. Bet int bet kentañ div wech da heul kentañ evit an eilvet rummad neuze benn bremañ ez int pedet da dont en kentañ rann. Son a refont da (c'h) Quartz en Brest.

Ur aergelc'h dreist a zo gante. Gouzout a reont ren ar sonerezh hag c'hoarzhin. Un 50 den a zo er strollad mañ.
M'ho p'eus c'hoant da selaou ho sonerezh kit war kaouenn.net, eno e vo e leizh a heuiladennoù grate ganto.
Pe neuze kit da wellout anezho en Brets.

# Posted on Thursday, 05 February 2009 at 4:44 AM

Edited on Thursday, 05 February 2009 at 4:56 AM

E.V

E.V
EV a zo bet graet ganto hiriv an deiz ouzhpenn 1000 abadenn e Breizh, e Bro C'hall hag e peurrest Europa. Ur bern pladennoù studio a zo bet enrollet endeo ganto, mui unan ouzhpenn war al leurenn hag un dastumadeg eus o femp pladenn wellañ ivez, gant Gweltaz : gitar, bombard ha kan, Jari : gitar-boud ha kan, Fakir : synteoù, boest an diaoul ha kan ha Tof ouzh an taboulinoù. Goude disparti mantrus o zabouliner Harri e voe adkemeret ar bizhier gant Tof.

E penn ar strolladoù rock e Breizh, EV a zo bet krouet e deroù ar bloavezhioù '80 ha deut int da vezañ brudet er bloavezhioù '90. Abaoe, foetañ bro o deus graet, sonet o deus un tammig e pep lec'h ha kemeret perzh e meur a zastumadeg sonerezh rock ha keltiek.

Spered o fladenn nevez-embannet ''DIZEHAN'' a c'hlot mat gant spered ar strollad a-vremañ. Dizehan int bet war an hentoù, er studioioù, o krouiñ kanaouennoù abaoe un ugent a vloavezhioù.

DIZEHAN evel o fladennoù kent a zo bet kanet e brezhoneg, e galleg hag e finneg. (Mamm Jari a zo eus Bro-Suomi.) . Ar bladenn rock-mañ a zo dindan levezonoù breizhek ha keltiek, pinvidik a hesonioù efedus, gant diskanioù aes da zerc'hel soñj anezho ha luskoù leun a startijenn. Liesdoareoù ar c'hanaouennoù a c'hell bezañ displeget dre ar fed ma' z eus tri c'haner ha tri sonaozer war un dro gant pep a bersonelezh gwall-zisheñvel diouzh re ar re all.

Setu perak e kaver sonerezhioù ur rock gouez betek kavout tonioù tostoc'h ouzh an hengoun hag ar sonerezh da zañsal gant bombard ha boest an diaoul. Da lâret eo, kemmoù zo e aergelc'hioù a-wezhioù tomm ha reuziek hag a-wezhioù du ha trist met ivez laouen pe velkonius.

Ar meskaj soutil-se a ra ar pezh a zo eus EV hiriv an deiz, da lâret eo ur strollad birvidig war al leurenn gant sonioù personel-tre hag efedus, leun a startijenn ha tost-kar bepred ouzh o arvesterien.

Distruj - 1992
Reuz - 1994
Huchal - 1996
Mar Plij - live - 1998
Pemp - 2001
L'essentiel (Best Of) - 2002
Dizehan - 2004


Skrivet gant Paul Bolton
[ Dash a comment ] [ No comments ]

# Posted on Thursday, 08 January 2009 at 4:50 AM